Ur c'hlavier speredek <i>doujus d'ar vuhez prevez</i> eo Thumb-Key, graet eo bet evit ho pizied-meud.

Implijet e vez <b>ur gael 3x3</b> gantañ hag arveret ar mod riklañ (<i>swipe</i>) evit al lizherennoù ar rouezañ. Aes eo da zeskiñ ha krouet e oa bet evit skrivañ buan.

E-lec'h kaout fiziañs e kinnigoù gerioù diazezet war pal arc'hantus hag a lak ho puhez prevez en arvar evel ma vez graet gant ar c'hlavierioù Android ar brudetañ evel Gboard ha Swiftkey, arverañ a ra Thumb-key <b>stokelloù ledan gant lec'hiadurioù stabil</b> evit mirout ho taoulagad ouzh mont da chaseal al lizherennoù.

Tamm-ha-tamm e vo gwriziaouet lec'hiadurioù al lizherennoù e-barzh ho memor kigennel hag a-benn ar fin e c'hallit tostaat eus an tizh skrivañ gant klavier mod urzhiataer hep kaout ezhomm sellet ouzh un dra all eget ar vaezienn destenn.

Warlec'hiad klavier kozh (ha gant tarzh serret) <a href="https://www.exideas.com/ME/">MessagEase Keyboard</a> eo ar raktres-mañ. E awen pennañ eo hemañ.
